Brezel ar Rif zo ur brezel hag a c'hoarvezas e hanternoz Maroko adal 1921 betek 1926 etre pobladoù Berbered menezioù ar Rif, renet gant Abdelkrim, hag armeoù Spagn ha Bro-C'hall.
Brezeliñ a reas an div arme europat war zigarez an emglevioù sinet e 1912 gant Moulay Abd al-Hafid, a oa sultan Maroko d'ar mare.